Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Ma bedig din-me

15/09/2008 GMT 1

Traouigoù

rakoun @ 21:29

Chom d'ober teilh tomm er gwele
Glav pa vez gor an amzer
He mousc'hoarzh bihan tener
Mignoned hag ur banne
Ur veajig dic'hortoz
Ur pennadig sonerezh
Geriadurioù, yezhoniezh
Un distro hep ratozh
Hiboud sioulig an dour
Kanañ gant ur bladenn
An avel war ma fenn
He c'hroc'hen flour
Dizoloiñ bemdez
Tizhout ar gont
Lezel da vont
Kejañ gant tud nevez
Ar c'hudennoù a gostez
Ar peadra
Nebeud a dra
Brav ar vuhez

23/06/2008 GMT 1

Penaos lazhañ ur yezh ?

rakoun @ 23:30

N'eo ket dav huchal war ar gouarnamant... gouzout a ra ar vrezhonegerien lazhañ o yezh drezho o-unan : trawalc'h eo rannañ anezhi e meur a hini !
Un nebeut levrioù gant ar skritur-mañ-skritur, lod all en unan all, panelloù en ur yezh, panelloù en unan all...

Penaos e c'heller ober traoù a seurt-se ?
Brudet eo ar Vretoned evit bezañ pennek.

N'eus ket ur skritur a vefe gwelloc'h eget unan all, ur skritur a zo un hollad dibaboù, tra ken. Dibaboù mat pe fall, met a rank bezañ heuliet gant an holl mar fell deomp kaout UR yezh d zifenn c'hoazh

...

Traoù 'zo a ro c'hoant da leñvañ memestra : http://tdsw.free.fr/br.php

...

World of Warcraft

rakoun @ 23:22

draenei

Ya, c'hoari a ran da WoW ! Arg ! Geek ! No-life !
Hum, ya, un tammig marteze ^^

Hogen mall zo warnon ma vefe ur c'hoari bennak a seurt-se a c'hellfed c'hoari e brezhoneg :/
N'eo ket e vefe displijus c'hoari d'ar "ger kuzh" (soñj ho peus ?)... Met ne ya ket gwall bell, lakaomp !
Marteze ne vefe ket fall d'ar re a zo dedennet mont e darempred ar muiañ ma c'hellont gant lod a sav c'hoarioù evit netra (da c'hoari war internet, hag all), ha gwelet ma c'heller o zreiñ e brezhoneg... Goude wikipedia , firefox pe openoffice (war an drouizig )...

Pegoulz ar c'hoarioù neuze ? Tud a vefe evit c'hoari hervez ar pezh am eus gallet gwelet pa oan el lise ^^

P.S : Ha Facebook ?
P.P.S : Un Draenei eo an dimezell, ur ouenn eus ar c'hoari ^^

Gouzout a ran !

rakoun @ 19:25

Ya, gouzout a ran, ne skrivan ket kalz (pe tamm ebet zoken, ya !)

gouzout a ran ivez ez eus kalz chañsoù na skrivfen ket kalz aliesoc'h, en desped d'ar pezh a c'hellfen prometiñ !

Ma, lakaomp e rin memestra, ur "ratozh-mat-deiz-kentañ-ar-bloaz" e kreiz miz Even :)

Setu me, eil

rakoun @ 19:17

setu me ! (2)

28/04/2008 GMT 1

Ur chañs

rakoun @ 19:46

Un deiz e oa bet lavaret din gant unan bennak e c'hellfe ar brezhoneg bezañ par da forzh peseurt yezh all pa vefe tu da gavout enni traoù ken null hag er yezhoù all, kazetennoù divlaz, kelaouennoù-poubellenn, rummadoù pout war ar skinwell, lec'hiennoù revr war an etrerouedad...

Iskisad skeudenn hañ ? Met gwir a-walc'h : pa c'heller sevel traoù brein e talvez dreist-holl ez eus trawalc'h a draoù mat da gempouezañ (ar meno eo, atav).

Ur chañs hon eus : gant an nebeut a dra a vez krouet e brezhoneg e c'hellomp diwall na vefe nemet ar pezh a dalvez ar boan a zeufe da wir... Diwall da grouiñ traoù mat. Forzh penaos, gant an niver a dud gouest da lenn/sellet/selaou/kompren ar pezh a vo graet ganeoc'h eo gwelloc'h deoc'h ober un dra a-zoare mar fell deoc'h tizout muioc'h eget 2 zen ^^.

Hogen marteze emañ graet ar paz kentañ war-du an "nullegezh" : blogoù a c'heller sevel e brezhoneg bremañ ;)

Setu me !

rakoun @ 19:15

setu11.jpg

Donemat !

rakoun @ 19:12

Ur blog nevez, ur bajenn nevez.

Pajenn wenn… Gwelet e vo ar pezh a zeuio warni ;)

Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust