World of Warcraft

Ya, c'hoari a ran da WoW ! Arg ! Geek ! No-life !
Hum, ya, un tammig marteze ^^
Hogen mall zo warnon ma vefe ur c'hoari bennak a seurt-se a c'hellfed c'hoari e brezhoneg :/
N'eo ket e vefe displijus c'hoari d'ar "ger kuzh" (soñj ho peus ?)... Met ne ya ket gwall bell, lakaomp !
Marteze ne vefe ket fall d'ar re a zo dedennet mont e darempred ar muiañ ma c'hellont gant lod a sav c'hoarioù evit netra (da c'hoari war internet, hag all), ha gwelet ma c'heller o zreiñ e brezhoneg... Goude wikipedia , firefox pe openoffice (war an drouizig )...
Pegoulz ar c'hoarioù neuze ? Tud a vefe evit c'hoari hervez ar pezh am eus gallet gwelet pa oan el lise ^^
P.S : Ha Facebook ?
P.P.S : Un Draenei eo an dimezell, ur ouenn eus ar c'hoari ^^

digg it
del.icio.us
koantenn :-)
fulup | 2008-06-29 - 14:16:13 GMT 1 #
ARF!
Ehe, mennozh dispar.
Dreist-holl pa ouzer emañ familh perc'henn Ubisoft a-du gant ar brezhoneg... Un hent a-zo evit arc'hantaouiñ ha brudañ!
Ma huñvre a zo kentoc'h un abadenn skinwell diwar-benn ar c'hoarioù video e Brezhoneg. Da c'hortoz un "Nerdz" e Brezhoneg marteze :D
Met un hunvre eo...
Forzh penaos, e vefe d'an nebeutañ daou zen da c'hoari neuze ;)
(Hey! Met bez e oa "Teo, Leo ha Manda" ivez!!)
Ken ar c'hentañ!
Geekez | 2008-06-30 - 23:07:30 GMT 1 #